Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

***** Dait da zizoleiñ Porzh-Loeiz ! *****

9 juillet 2013

Kounlec'h ar rezistanted varv

kounlec'h

Aze e oa bet laket en un toull get an nazied korfoù 69 rezistant a oa bet tourmantet gete er sitadell ha fuzilhet àr-lerc'h. Dalc'homp soñj.

 

Publicité
Publicité
9 juillet 2013

Porzh ar Poent

kae

Kae ar Poent a weler e kreiz ar skeudenn.

An Tour Karrezek a weler a-zehoù (ur c'hlub bageal a zo a-barzh).

Beg Kerzo a zo àr-dreñv, e-lec'h ma eh eus gwez.

Pelloc'h a-gleiz e vez gwelet un tamm a Lokmikaelig.


 

tour-tan

An tour-tan a zo e penn ar c'hae.


 

bagoù 1

 

bagoù 2

Un nebeut ag ar bagoù a zo er porzh.


 

kal

Ar c'hal.


 

peulgae

Ar peulgae nevez, ha bered Kerzo àr-dreñv.

 

9 juillet 2013

Ar gwiskamant breton e Porzh-Loeiz

paotr

Gwiskamant paotr e penn-kentañ an 20ved kantved. Gwelet e vez ar lavreg mod ar varteloded.

 

marc'had

Marc'hadourezed pesked àr blasenn ar marc'had.

 

Ar baotred o deus arestet en em wiskiñ mod-kozh goude ar brezel 14-18. Ar maouezed o deus kendalc'het get an dilhad breton betak ar blezadoù 50.

 

9 juillet 2013

Beg Kerzo

beg Kerzo

E-mesk ar gwez eh eus dismantroù ur c'hastell hag a zo bet distrujet e-pad ar brezel.

 

9 juillet 2013

Peulgae nevez ar porzh

peulgae

Savet eo bet e fin 2008 pand eo bet komañset labourioù brasaat ar porzh.

 

Publicité
Publicité
9 juillet 2013

Pleg-mor an Driaz-kêr

ouf

(klikit àr ar skeudenn evit he brasaat)

Kêr Porzh-Loeiz eo a vez gwelet en tu arall ag ar pleg-mor.

 

9 juillet 2013

Plasenn ar marc'had

plasenn ar marc'had

A-zehoù hag a-gleiz d'an tiig (privezioù publik a zo e-barzh bremañ) e oa gwezharall koc'huioù koad. Divontet int bet er blezadoù 70.

Bep sadorn e vez ar marc'had àr ar blasenn-se, a-c'houde 1766. Ur parklec'h eo e-pad ar sizhun.

 

9 juillet 2013

Iliz an Itron Varia

iliz I

E 1657 en deus komañset ar labour evit he sevel.

 

9 juillet 2013

Feutan an Itron Varia

feuntan I

Savet eo bet e 1861 get an tisavour Emile Aimé.

 

4 juillet 2013

Dor-borzh ospital kozh ar morlu

ospital

Distrujet eo bet an ospital get an tan e 1945. Nend eus ket mui anezhoñ 'met an nor-borzh hag an ti a weler a-zehoù.

 

Publicité
Publicité
1 2 3 4 > >>
Publicité
***** Dait da zizoleiñ Porzh-Loeiz ! *****
***** Dait da zizoleiñ Porzh-Loeiz ! *****
Visiteurs
Depuis la création 2 256
Publicité